Mazhev 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e voe peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Jeremias: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé e oé bet laqueit de vout guir er péh en doé laret er Profæt Jeremi: |
Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic’hlac’haret, abalamour n’emaint mui.
Neuze e voe peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc’hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, an hini a zo bet lakaet e briz gant mibien Israel,