e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout: Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellañ ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel.
Mazhev 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Herod é huélet en en doé en tri Mage groeit goab anehou, e hum laquas én arfleu, hag e gassas de lahein, é Bethléem hag én ol vrô, en ol vugalé ag en ouaid a zeu‐vlai, ha youancoh, revé en amzér en doé merchet dehou en tri Mage, en doé bet atercet guet calz a boén. |
e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout: Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellañ ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel.
Neuze e lavaras an hevelep komzoù evel-henn: Ar sklav hebreat ac'h eus degaset a zo deuet davedon evit va zromplañ.
Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.
Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.
Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!
An den a zo karget gant gwad unan all a dec'ho betek ar poull, ra ne zalc'ho den anezhañ!
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.
Neuze Nebukadnezar, kounnaret ha fuloret, a c'hourc'hemennas degas Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Degaset e voent dirak ar roue.
Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.
Balaam a lavaras d'an azenez: Graet ec'h eus goap ac'hanon! Ma vefe ur c'hleze em dorn, e lazhfen ac'hanout.
Fulor Balag en em danas a-enep Balaam, hag e skoas gant e zaouarn. Balag a lavaras da Valaam: Da c'halvet em eus evit milligañ va enebourien, ha setu, ec'h eus o benniget teir gwech!
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c’houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn.
E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.
Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.
Dalila a lavaras da Samzun: Setu, ec'h eus graet goap ouzhin, hag ec'h eus lavaret din gevier. Lavar din gant petra e vefe ret da eren.