Lavarout a ri da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Israel eo va mab, va c'hentañ-ganet,
Mazhev 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e choumaz eno bete ma varvaz Herodes. Evel‐se e oe accomplisset ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre ar profet evel‐hen: Galvet em euz va mab euz an Ejypt. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e chomas ino betic marhue Herod, eit ma vehé bet laqueit de vout guir er honzeu‐men en doé laret guéharal en Eutru Doué dré é Profæt: Me més galhuet me mab ag er vrô a Egypt. |
Lavarout a ri da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Israel eo va mab, va c'hentañ-ganet,
Doue en deus e dennet eus an Ejipt, bez' eo evitañ evel nerzh ar bual. Lonkañ a raio ar broadoù a enebint outañ, frikañ a raio o eskern, o zoullañ a raio gant e viroù.
Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre,
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Kement-se a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:
Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se?
Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.
Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord.
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac’hagnoù ha douget en deus hor c’hleñvedoù.
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.
Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.