hag e lavaran dit: Lez va mab da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon; ha ma ne fell ket dit e lezel da vont, setu, ez an da lakaat da vab, da gentañ-ganet, da vervel.
Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.
Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezañ pinvidik, prenet em eus traoù prizius, em holl labourioù ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec'hed.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
N'eo ket abalamour ma'z oc'h niverusoc'h eget ar pobloù all eo en em staget an AOTROU ouzhoc'h hag en deus ho tibabet, rak ez oc'h an hini bihanañ eus an holl bobloù.