Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc’hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
Mazhev 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Josef, o veza savet, a gemeraz ar bugel bihan hag he vam, en noz, hag en em dennaz en Ejypt. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jojeb enta e sàüas, e gueméras én noz‐cé er hroaidur hag é vam, hag e zas d’en Egypt. |
Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc’hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec’h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d’ar marv.
Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras.