Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d’e deurel er prizon, betek m’en doa paeet ar pezh a dlee.
Mazhev 18:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d’ar vourevien, betek m’en doa paeet kement a dlee. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he aotrou, o veza drouk enhan, a livraz anezhan da vinistred ar justis, ken na baeje kement a dlie dezhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quentéh é Eutru én arfleu el laquas étré deourn en dud ag er lézen, bet que n’en dévezé paiet ol é zelé. |
Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d’e deurel er prizon, betek m’en doa paeet ar pezh a dlee.
Evel-se e raio deoc’h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac’hanoc’h a-greiz e galon e vankoù d’e vreur.
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.