Mazhev 18:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhan: Na lavaran ket d’id bete seiz gwech, mes bete deg ha tri‐ugent gwech seiz gwech. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e laras dehou: Ne laran quet t’oh beté seih guéh, mæs beté déc ha tri‐uiguênt guéh seih guéh. |
Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.
C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.
Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d’e servijerien.
Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.
Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.
o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se.
Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.