David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.
Mazhev 17:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genoù hag o doe ur spont bras. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An diskibien, o klevet ar vouez‐ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet‐holl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Diarben er honzeu‐zé, en disciplèd e gouéhas arh ou tâl doh en douar, guet er scont ou doé bet. |
David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.
Sevel a ris hag ez is d'ar blaenenn, ha setu gloar an AOTROU en em zalc'has eno, evel m'em boa e welet tost da stêr Kebar. Hag e kouezhis war va dremm.
Ar weledigezh am boa neuze a oa heñvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujañ ar gêr. Hag ar gweledigezhioù-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stêr Kebar.
Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.
An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
O vezañ kouezhet d’an douar, e klevis ur vouezh a lavare din: Saol, Saol, perak e heskinez ac’hanon?
O vezañ kouezhet holl d’an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac’hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoù.
Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.
evel ma'z ae ar flamm eus an aoter war-zu an neñv, ael an AOTROU a savas ivez e flamm an aoter. Manoak hag e wreg, o welout kement-se, a gouezhas war o dremmoù d'an douar.