Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.
Mazhev 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ. Mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Per o komz, a lavaraz da Jesus: Aotrou, mad eo deomp choum aman; mar fell d’id, greomp aman teir danten; unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Pierre e laras de Jesus: Eutru, mar caret é hamb de séhuel a‐men tair cohan, unan eid oh, unan eit Moïse, hag unan eid Eli. |
Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.
Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.
Evel ma’z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.
Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.