Mazhev 17:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oe transfiguret dirazhe; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag e hum ziscoas dirac‐t‐hai gronnet a sclærder; é zrem e zas de vout liguernus él en hiaul, hag é zillad de vout guen él en éerh. |
Piv eo an hini en em ziskouez evel gouloù-deiz, kaer evel al loar, glan evel an heol, spontus evel an armeoù a gerzh a vanniel displeget.
C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.
E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, gwenn evel an erc’h, ken n’eus gwenner ebet war an douar a c’hellfe gwennañ evel-se.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.