Mazhev 16:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n’hon eus ket a vara eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza klevet kement‐man, e rezonent hag e lavarent enhe ho‐unan: Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel‐se. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ind e zevisas étré‐z‐hai, hag e laré: Dré n’hun nès quet queméret a vara, é ma. |
Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?
Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?
Hag e talc’hjont ar gomz-se, o c’houlenn an eil digant egile petra a c’hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv.
Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
Met Pêr a lavaras: Nann, Aotrou, rak ne’m eus biskoazh debret netra a saotret nag a zic’hlan.