An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.
Mazhev 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl; mes ne vezo roet miracl e‐bed dezhi nemed hini ar profet Jonas. Hag o veza lezet anezhe, ez eaz kuit. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Gout e ret enta hanàuein doairé en hogus; mæs ha ne ellehoh hanàuein en arrésieu en amzérieu? Er rumad‐tud fall hag avoultr‐men e glasq en dra berhudus; ha ne vou reit dehai meid berhud er profæt Jonas. Hag ean e lausquas anehai hag en hum dennas. |
An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.
Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!
Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c’houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d’ar rummad-mañ.
Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.