Penaos eta ne gomprenit ket n’eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc’h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
Mazhev 16:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e komprenjont penaos n’en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e comprenjont penaos n’hen doa ket lavaret diwall ouz goell ar bara, mes ouz doctrin ar Farizianed hag ar Saduseed. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé ind e huélas penaus ean n’en doé quet laret en hum dihoallein ag er gouél er bara, mæs a credein er Pharisiénèd hag er Saducénèd. |
Penaos eta ne gomprenit ket n’eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc’h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?
Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Rak ar sadukeidi a lavar n’eus nag adsavidigezh a varv, nag ael, na spered, met ar farizianed a anzav an eil hag egile.
N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?