Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Mazhev 15:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a reas: N’on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a respontaz: N’oun bet kasset nemed etrezeg an denved kollet euz a di Israel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e laras: N’on bet casset nameid trema en devèd collet a dy Israel. |
Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.
Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.
Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc’h.
O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.
Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.
Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc’hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d’hon tadoù