E benn a voe degaset war ur plad ha roet d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank e roas d’he mamm.
Mazhev 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf hag a sebeilhjont anezhañ. Hag ez ejont d’henn lavarout da Jezuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he ziskibien a zeuaz, hag a gemeraz he gorf, hag e c’henterjont anezhan; hag e teujont d’hen lavaret da Jesus. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag é zisciplèd e zas, hag e gueméras é gorv, hag el laquas én ur bé; hag ind e yas de laret quement‐cé de Jesus. |
E benn a voe degaset war ur plad ha roet d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank e roas d’he mamm.
Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac’hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec’h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c’hêrioù.
E zskibien o vezañ klevet kement-se, a zeuas, a gemeras e gorf hag a lakaas anezhañ en ur bez.