Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Mazhev 14:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e kasas da zibennañ Yann er prizon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kassaz tud da zibenna Ian er prizon. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e gassas unan ag é berh de ziben Yehan ér rangenneu. |
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.
E benn a voe degaset war ur plad ha roet d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank e roas d’he mamm.
Ar roue a voe glac’haret, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, e c’hourc’hemennas e reiñ dezhi,
Met me a lavar deoc’h penaos Elia a zo dija deuet, ha n’o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c’hoantaet. Evel-se ivez e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.
Met me a lavar deoc’h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c’hoantaet evel ma’z eo skrivet diwar e benn.
Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc’hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c’hoantae gwelout anezhañ.
Ha p’o devo peurc’hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec’ho hag o lazho.