Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,
Mazhev 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek e-lec’h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lod all a gwezaz el leac’hiou meinec, e peleac’h n’hen doa nemeur a zouar; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Lôd arall e gouéhas é léhieu meïnec é peléh ne, gavé quet calz a zouar, hag e zàuas bean, rac n’en doé quet douar erhoalh. |
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,
Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.
Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?
Kaletaet o deus o c'halonoù evel an diamant evit chom hep kompren al lezenn nag ar c'homzoù a zisklêrie AOTROU an armeoù dezho dre e Spered, gant ar brofeded kentañ. Hag e voe ur gounnar vras a-berzh AOTROU an armeoù.
An hini en deus degemeret an had el lec’hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek e-lec’h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,