Pesketaerien en em zalc'ho war ar ribloù, hag e vo stegnet rouedoù adalek En-Gedi betek En-Eglaim. Ar pesked a vo hervez o rumm, evel pesked ar Mor Bras, gwall-niverus.
Mazhev 13:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor hag a zastum pesked a bep seurt. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur roued taolet er mor, hag a zastum a bep seurt traou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ranteleah en Nean e zou hoah haval doh ur rude e daulér ér mor, hag e zalhe peb rumad pesquèd. |
Pesketaerien en em zalc'ho war ar ribloù, hag e vo stegnet rouedoù adalek En-Gedi betek En-Eglaim. Ar pesked a vo hervez o rumm, evel pesked ar Mor Bras, gwall-niverus.
Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh ha, leun a levenez, ez a da werzhañ kement en deus hag e pren ar park-se.
Kavet en deus ur berlezenn brizius meurbet, aet eo da werzhañ kement en doa hag en deus he frenet.
Pa’z eo leun, e tennont anezhi war an aod. Goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri hag e taolont kuit ar re fall.
kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na’z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.
rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac’hanoc’h a zo aprouet.
Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c’hêrioù, e riskl el lec’hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur,
Ha kement-se a c’hoarvezas abalamour d’ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.
Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.