Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .
Mazhev 13:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé en dud ouiziec a luguernou él en hiaul, én Ranteleah ou Zad. Enemb en dès discoharn de cheleue, cheleuet. |
Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .
A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec'honder, hag ar re o devo degaset kalz d'ar reizhder a lugerno evel stered, dalc'hmat ha da viken.
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
en noazh e oan ha va gwisket hoc’h eus; klañv e oan ha deuet oc’h da’m gwelout; er prizon e oan ha deuet oc’h da’m c’havout.
Me a lavar deoc’h, n’evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez ganeoc’h e rouantelezh va Zad.
Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.
Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?