P'o doe echuet, e tegasjont d'ar roue ha da Jehojada nemorant an arc'hant, hag e voe graet gantañ listri evit ti an AOTROU, listri evit ar servij hag evit an aberzh, tasoù ha listri all en aour hag en arc'hant. Hag e voe kinniget dalc'hmat loskaberzhoù e ti an AOTROU, e-pad ma vevas Jehojada.
Neuze ar roue a c'halvas Jehojada o fenn, hag e lavaras dezhañ: Perak ne'c'h eus ket eveshaet ma tegasfe al Levited, eus Juda hag eus Jerusalem, an tailhoù en deus lakaet Moizez servijer an AOTROU war holl vodadenn Israel, evit teltenn an Testeni?
Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.
rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.