Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Mazhev 13:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou‐lagad hag a vel ha diou‐skouarn hag a glev. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs eurus hou teulegad hui, dré ma huéleint; hag hou tiscoharn, dré ma cleueint. |
Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec’h eus va gwelet, Tomaz, ec’h eus kredet. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet!
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.