Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Mazhev 12:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met me a lavar deoc’h, bez’ ez eus amañ un dra bennak brasoc’h eget an templ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes, hen lavaret a ran deoc’h, beza ez euz aman unan hag a zo brassoc’h eged an templ. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs m’el‐lare d’oh, penaus hui e hoès a‐men unan ag e zou brassoh eid en Ty‐Doué. |
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?
Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Pe n’hoc’h eus ket lennet el lezenn penaos d’an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?