An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Mazhev 12:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e respontas d’an hini en doa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a respontaz hag a lavaraz d’an hini hen doa komzet outhan: Piou eo va mam, ha piou eo va breudeur? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean e laras d’en hani en doé conzet dehou; pihue é me mam, ha pihue é mem bredér? |
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez hag a glask komz ouzhit.
Eñ a lavaras dezho: Perak em c’hlaskec’h? Ha n’ouiec’h ket eo ret din en em reiñ d’ar pezh a sell ouzh va Zad?
Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.
hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.