Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,
Mazhev 12:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a respontaz, hag a lavaraz dezhe: Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl; mes na vezo roet dezhi miracl e‐bed nemed hini ar profet Jonas. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean e laras tehai: Er rumad‐tud droug hag avoultr‐zé e houlenn un dra berhudus; ha ne vou quet reit dehai tra berhudus ebed, istroh eid burhud er profæt Jonas. |
Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c’houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d’ar rummad-mañ.
Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.