Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Mazhev 12:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar deu Satan da gas kuit Satan, beza eman diviset a‐enep dezhan he‐unan; penaos eta e choumo he rouantelez en he za! Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha ma za Satan de gasse Satan quit, quévrennet é ma a‐inemp é hunan, penaus enta e badou é ranteleah én é zàüe? |
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deñvalijenn hag an dud en em grogas en o zeodoù gant ar boan.
Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion.