Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
Mazhev 11:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha mar fell deoc’h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha mar fell deoc’h va c’hredi, hen eo an Elias‐se a dlie dont. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha mar fell d’oh laquat én hou squiant; ean e zou Elias, péhani e zeli donnet. |
Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.
Kalz a draoù all am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’oc’h ket c’hoazh evit o dougen.
Roet em eus deoc’h laezh da evañ ha nann boued fetis, rak ne oac’h ket c’hoazh gouest d’e zegemer. Ha bremañ zoken ne c’hellit ket, dre ma’z oc’h c’hoazh kigel.
Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.