Yac’hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.
Mazhev 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na gemerit nag aour, nag arc’hant, na moneiz en ho kouriz, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na gemerit nag aour, nag arc’hant, na moneiz en ho kouriz; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne bieuéet nag cur, nag argant, nag æren en hou yalh. |
Yac’hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.
Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.
Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc’h, hep sac’h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc’h? Int a lavaras: Netra.