Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.
Mazhev 10:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neb a zegemer ur profed en anv a brofed en devo ur gopr a brofed, hag an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh en devo ur gopr a zen reizh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An neb a receo eur profet, en hano a brofet, hen devezo recompans eur profet; hag an neb a receo eun den just, en hano a zen just, hen devezo recompans eun den just. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En hani e zéguemèr er profæt én hanhue a brofæt, en dou gôbr er profæt, hag en hani é zéguemèr en den fur én hanhue a zén fur, en dou gôbr en dén fur. |
Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec’hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n’hon eus ket da sikouret?
Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.
Lakait evezh na rafec’h hoc’h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.
Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac’hanoc’h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac’hanoc’h.
Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.
Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.
Lakait evezh ouzhoc’h hoch’-unan, evit na gollimp ket ar frouezh eus hol labour, met ma resevimp ur gopr leun.