Mazhev 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon ar C’hananead; Judaz Iskariod, an hini en droukroas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Simon ar C’hananead, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz Jesus. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Simon er Hannaéad, ha Judas Iscariot, péhani e guerhas anehou. |
hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc’h? Int a reas marc’had gantañ eus tregont pezh arc’hant.
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
Neuze Judaz, an hini en doa e zroukroet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhañ hag a zegasas an tregont pezh arc’hant d’ar veleien vras ha d’an henaourien,
Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiñ dezho.
Ha kerkent, evel ma komze c’hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
Evel ma komze c’hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c’halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.
Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec’h.