Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.
Mazhev 10:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc’h war an douar. N’on ket deuet da zegas ar peoc’h, met ar c’hleze. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na zonjit ket e ven deuet da zigas ar peoc’h var an douar; n’oun ket deuet da zigas ar peoc’h, mes ar c’hleze. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne chonget quet é on deit de zigasse er peah arh en douar: n’en don quet deid de zigasse er peah mæs er glean. |
Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.
Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur.
Met poblañs kêr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel.
Goude m’en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.
Dont a reas er-maez ur marc’h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc’h kuit a-ziwar an douar ha d’ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c’hleze bras a voe roet dezhañ.
evit ma'c'h anavezo ha ma tesko rummadoù mibien Israel petra eo ar brezel, da vihanañ ar re n'o doa ket e anavezet diagent: