pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.
Mazhev 10:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met piv bennak a zinac’ho ac’hanon dirak an dud, e tinac’hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes piou‐benag a nac’ho ac’hanoun dirag an dud, me a nac’ho ive anezhan dirag va Zad, pehini a zo en envou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Pihue‐benac enta em zihanàou dirac en dud, m’hou zihanàou ehué dirac me Zad péhani zou én Nean. |
pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech.
Ar c’hilhog a ganas un eil gwech. Pêr en doe soñj eus ar gomz en doa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech. Hag oc’h en em sonjañ, e ouelas.
Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
Rak piv bennak en devo mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c’hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;
Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.
Piv bennak a nac’h ar Mab n’en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.