Mazhev 10:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Casset e vehet dré en arben a me hanhue dirac en dud a lis hag er rouanné, eit ma tacorehet testoni a han‐an dirac‐t‐hai. |
Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac’hanoc’h en o sinagogennoù.
Met pa viot lakaet etre o daouarn, n’en em lakait ket e poan eus an doare ma komzot nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc’h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Met diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag ho skourjezañ a raint er sinagogennoù, mont a reot dirak ar c’houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni dirazo.
Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
Ha p’o devo peurc’hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec’ho hag o lazho.
Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d’ar marv abalamour da c’her Doue hag abalamour d’an testeni o doa roet.