Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Mazhev 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, ginivelez Jesus‐Christ a c’hoarvezaz evel‐hen: Goude ma oe dimezet Mari, he vam, da Josef, araog ma oant eat assambles, hi en em gavaz brazez dre ar Spered‐Santel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ganedigueah er Chrouist e digoéhas él‐men; Mari, mam Jesus goudé ma oé diméet de Jojeb, e hum gavas, hemb ne oent bet en eil guet er guilé, brazès dré er Sperèd‐Glan. |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Evel ma komze c’hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ.
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c’heñver, en deizioù-mañ m’en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
Pa vo ur plac'h yaouank gwerc'h prometet e dimeziñ da ur gwaz, m'en devo un den he c'havet e kêr ha kousket ganti,
Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne’c’h eus c’hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec’h eus din ur c’horf,
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,