O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.
Sant Marc 9:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag pep den a vezo sallet gant tan; ha pep sacrifis a vezo sallet gant holen. |
O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.
Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen.
C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud.
Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.