Sant Marc 9:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met int a dave, rak en em dabutet o doa en hent war an hini a vije ar brasañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes int a dave; rag disputet ho doa etrezhe en hent, evit gouzoud piou anezhe a vije ar brassa. |
Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.
E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.
nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.
Skrivet em eus d’an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac’hanomp.