met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Sant Marc 8:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac’haet e voe hag e wele holl fraezh mat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou‐lagad, hag a lavaraz dezhan sellet; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl. |
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Rak roet e vo d’an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
Hag e kasas anezhañ d’e di, o lavarout: N’a ket er bourc’h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc’h.
Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma’z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c’hichen
Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac’haet
Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.