Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,
Sant Marc 7:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a respontaz: Hipocrited ma’z oc’h! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret: Ar bobl‐man a henor ac’hanoun a vuzellou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. |
Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m’en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d’hon tadoù dre ar profed Izaia,
o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.