Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Sant Marc 7:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc’h, rak n’eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d’ar chas bihan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhi: Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan. |
Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.
Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc’h.
Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc’hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d’hon tadoù
c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.