Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c’hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den.
Sant Marc 7:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl draoù fall-se a zeu eus an diabarzh hag a hudura an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An holl viçou‐ze a zeu euz an diabarz, hag a souil an den. |
Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c’hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den.
Eñ a lavaras dezho: Ha bez’ oc’h eta c’hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c’hell ket e lousaat?
al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
O vont ac’hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c’hellas ket chom kuzhet.
Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c’hwi eo kement-se.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.
En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c’hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù.