Huchal a rejont a vouezh uhel, hag en em rejont troc’hoù gant kontilli ha gant goafioù, hervez o giz, hag e ruilhe ar gwad warno.
Sant Marc 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Chom a rae dalc’hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc’h en em vloñsañ gant mein. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e choume atao, noz deiz, var ar meneziou hag er beziou, o crial hag oc’h en em vlonsa gant mein. |
Huchal a rejont a vouezh uhel, hag en em rejont troc’hoù gant kontilli ha gant goafioù, hervez o giz, hag e ruilhe ar gwad warno.
Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c’helle e zoñvaat.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.