Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.
Sant Marc 5:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n’eo ket marv, met kousket a ra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe: Perag e rit‐hu an drouz‐ze, ha perag e welit‐hu? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep‐ken. |
Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.
e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac’h yaouank n’eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ.
O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoù kreñv.
Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec’h ma oa gourvezet.
Met Paol a ziskennas, a stouas a-us dezhañ hag, o kemer anezhañ etre e zivrec’h, e lavaras: Na vezit ket nec’het, rak e ene a zo ennañ.
Abalamour da-se eo ez eus en ho touez kalz a dud mac’hagn ha klañv, hag ez eus marvet meur a hini.
eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.