Da ganmeuliñ a ran, o AOTROU! Rak adsavet ec'h eus ac'hanon, ha ne'c'h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va fenn.
Sant Marc 5:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c’houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d’e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed. |
Da ganmeuliñ a ran, o AOTROU! Rak adsavet ec'h eus ac'hanon, ha ne'c'h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va fenn.
C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.
Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d’egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
O vezañ e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoù hag e soñjas enni hec’h-unan petra a c’helle ar salud-se bezañ.
Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc’h en em deurel d’e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac’haet kerkent.