Sant Marc 5:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac’hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he ziskibien a lavaraz dezhan: Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez: Piou hen deuz touchet diouzin? |
Kerkent Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?
Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac’he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac’hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
Evel ma’c’h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù hag er c’hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec’h distro.