La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.

Ver Capítulo



Sant Marc 5:21
5 Referencias Cruzadas  

O vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor hag e teuas en e gêr.


Jezuz en em lakaas c’hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec’h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.


Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m’edo enni. Bez’ e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.


Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout.


Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c’hortoze anezhañ.