Evel-henn e komz an AOTROU da dud Juda ha da Jeruzalem: Difraostit un douar nevez, ha na hadit ket e-touez ar spern.
Sant Marc 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) lod all a gwezaz e‐touez ar spern; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez; |
Evel-henn e komz an AOTROU da dud Juda ha da Jeruzalem: Difraostit un douar nevez, ha na hadit ket e-touez ar spern.
An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh, ur c’hreunenn kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.
Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.
Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.