Sant Marc 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a‐hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl; |
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma’z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m’o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c’halonoù.
Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek e-lec’h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,
Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c’halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac’het ha laboused an neñv he debras holl.