Sant Marc 4:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc’h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c’hell laboused an neñv chom dindan he skeud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes goude ma vez hadet, e sav hag e teu da veza brassoc’h eged an holl louzou all, hag e taol brancou braz, en hevelep doare ma hell lapoused an env choum dindan he disheol. |
An hini a zo o chom e repu kuzhet an Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C'halloudeg.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiañ-karet e-touez an dud yaouank. C'hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennañ; he frouezh a oa dous da'm staon.
Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.
War venez uhelañ Israel e plantin anezhañ. Hag e vounto skourroù hag e tougo frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluñv a chomo dindani; e skeud he brankoù e teuint da chom.
Ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa’z eo kresket, ez eo brasoc’h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar.
Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c’hellent e glevout.