Sant Marc 3:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c’hell Satan kas Satan kuit? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou: Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit? |
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
Jezuz a lavaras an holl draoù-se d’ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec’h-unan, ne c’hell ket ar rouantelezh-se padout,
Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh: