Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.
Sant Marc 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. |
Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.
Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad hag ar rog a vefe brasoc’h.
Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez.
Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n’en em rafe ket gant an hini kozh.
Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.