Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac’hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac’hanomp.
Sant Marc 16:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez; Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo: Kas a raint kuit an drouk‐sperejou em hano; komz a raint langachou nevez; |
Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac’hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac’hanomp.
An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.
Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d’ar spered: Me a c’hourc’hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.
P’en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoù hag e profedjont.
Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.
Tud ar c’hêrioù nesañ a zerede ivez a vandenn da Jeruzalem, o tegas klañvourien ha tud heskinet gant speredoù hudur, hag e oant holl yac’haet.
Rak speredoù hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc’het ganto, o leuskel kriadennoù bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac’haet.
da unan all oberiañs ar mirakloù, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoù, da unan all liested ar yezhoù, da unan all jubennadur ar yezhoù.
Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d’an eil ar brofeded, d’an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac’haat, da sikour, da c’houarn, da gomz meur a yezh.
Hag o deus an holl an donezonoù da yac’haat? Hag e komz an holl e yezhoù? Hag e jubenn an holl ar yezhoù?
Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne’m eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe evel ur simbalenn a dregern.
Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhañ met e lavar misterioù e spered.